Gaeltacht

Kartenn a ziskouez toleadoù ar Gaeltacht en Iwerzhon, hervez lezenn 1956.

Gaeltacht (distaget /ˈgeːɫ̪t̪ˠəxt̪ˠ/ ; Gaeltachtaí el liester)[1] pe gouezelegva[2],[3] pe gouezelva[4] a reer eus an toleadoù eus Iwerzhon ma vez komzet iwerzhoneg evel yezh pennañ gant an darn vrasañ eus an dud. Toleadoù eus kornôg ar vro int, dre vras, strewet dre seizh kontelezh.

En iwerzhoneg e talvez ar ger Gaeltacht ken evit envel hollad an douaroù iwerzhonek-se (komz a reer neuze eus An Ghaeltacht, « ar gouezelegva », « ar vro iwerzhonek »), ken evit ober dave da lodenn pe lodenn anezho (ha neuze e c’haller kaozeal eus Gaeltachtaí el liester, eus Gaeltacht Ráth Cairn, « gouezelegva Ráth Cairn », pe eus Gaeltacht Dhún na nGall, « gouezelegva Dún na nGall »).

En em astenn a ra ar Gaeltacht e kontelezh Dún na nGall ha kontelezh Gaillimh dreist-holl, ha teroueroù bihanoc’h zo ivez e kontelezhioù Maigh Eo, Korkig, Ciarraí (Corca Dhuibhne dreist-holl), Port Láirge (kêriadenn An Rinn) hag An Mhí (kêriadenn Ráth Cairn).

Er c’hornadoù-se en deus an iwerzhoneg ur statud ofisiel leun ha yezh voas ar servijoù foran eo, hervez lezenn, yezh ar gargidi evel an archerien hag ar varnerien, yezh ar skolioù, yezh ar panelloù-hent… Ret eo anzav avat ez eus teroueroù a zo er Gaeltacht ent-ofisiel daoust ma n’eo ket ken an iwerzhoneg yezh voas pennañ an annezidi bremañ, evel da skouer Cloch na Rón, an Achréidh ha Maigh Cuilinn e kontelezh Gaillimh, pe Ailt an Chorráin ha Gleann Bharr e kontelezh Dún na nGall, Acaill, Béal an Mhuirthead hag an tSraith e kontelezh Maigh Eo pe c’hoazh Uíbh Ráthach e kreisteiz kontelezh Ciarraí.

Da vare niveradeg diwezhañ ar boblañ (2006) e Republik Iwerzhon, e oa bet kavet 91 862 a annezidi er Gaeltacht[5], ar pezh a rae war-dro 2,1% eus poblañs ar stad (4 239 848 a dud). E kontelezhioù Dún na nGall ha Gaillimh e oa an darn vrasañ eus an dud-se (22 877 den pe 25% eus poblañs hollek ar Gaeltacht en hini gentañ ha 43 184 den pe 47% eus poblañs hollek ar Gaeltacht en eil). Hervez ar studiadennoù zo bet graet war an divoud avat ne vije ket ouzhpenn 25 000 eus annezidi an holl Gaeltachtaí oc’h iwerzhonegañ war ar pemdez bremañ[6],[7].

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 2, p. 355
  2. geriadur Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire français-breton
  3. Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 2, p. 356, kartenn
  4. Taol ar marv - Tiegezhioù saoznek ar gouezelva, Al Liamm niv. 198, p. 42
  5. Census 2006 Principal Demographic Results; Table 33
  6. Máirtín Ó Murchú, The Irish Language, The Department of Foreign Affairs and Bord na Gaeilge, 1985, p. 29
  7. Patrick Le Besco, Parlons gaélique, L’Harmattan, 2000, p. 255

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search